Iriomote
Ar sizhun tremenet on bet e pad 5 devezh war enezh Iriomote, e sud Bro Japan, 2000km pell eus Tokyo. Plijus tre e oa. Ur bern natur e oa hag ar junglenn e oa war darn vrasañ an nevez. Ur valeadenn em graet e touezh ar junglenn, ur bern traoù dañjerus kenañ a oa war al leur, en nerc'h ha war ar c'hostezioù. Ret e oa lakaat manegoù atav. Baleet hon eus e kichen ur ster haq barzh betek ul lamm dour. Naer a veve e kichen, hini brasañ bro Japan, met n'on eus ket gwelet unan.
Bet omp bet gant ur vag war un draezhenn anvet "Ida". En dour hon eus lakaet un tuba ha gwelet hon eus leun a draoù: ur vaot-mor, pesked liesliv, ha kouraleg. E tal an ostaleri e oa un draezhenn ivez hag ur bern krankeg kouraleg hon eus gwelet. Un devezh all hon eus kemeret ur vag evit mont da splujañ gant un tuba ha gwelet kouraleg. Raeed-manta a oa ivew met pelloc'h ha n'omp ket bet da welet anezho. Bras eo a rae-manta waraseblant : 7m hir !
Bremañ on distro e Tokyo hag e labouran war ar c'h/CNED bemdez memes e pad an dibenn-sizhun, rag ret eo echuiñ a-raok kreiz miz-even.