Ur sizhunvewh e Kyoto

Ur sizhunvewh e Kyoto

E pad ar sizhunvewh tremenet on bet e Kyoto. Va gerent o doa da labourat eno. Gweladennet hon eus ivez. Kastell ur shogun hon eus gwelet gant al leur eostig, oc'h ober trouz pa waleomp warnañ. Ar gwez kerezh a oa o bleuniañ pa z'omp erruet hag aet omp da welet hent ar filosofed: brav kenañ gant leun a vleunioù e oa, met kevnid liesliv a oa er gwez. A raok hon eus gwelet un ti krampouezh breizhad e-kichen. Kemeret e, eus ur grampouezhenn sukr hag ur Breizh Kola, laouen kenañ e oan ! Gweladennet on eus ar Kyumizodera, un templ bras lakaet war peulioù koad uhel (35 metrad !). Evit an deveh diwezhañ omp aet e Nara: ur bern karvez a oa e pep lec'h, dieub, e-barzh ar ger pe e-barzh ar parkeier. Roet em eus dezho da zebriñ. Ur Boudha meur hon eus gwelet ivez, hini brasañ ar bed !

Un dra all em eus lavaret: ur pezh c'hoari nevez on o prientiñ. Bras divent eo: d'an nebeutañ 4000 pajenn e vo. Diwar benn ar Belgariad hag ar Malore ha Polgara ar sorserezh ha Belgara ar sorsed eo. An dud pennañ o do un benveg skouarn evit ma vefe lavaret dezho an destenn adalek al leurenn a-dreñv. M'o peus c'hoant kemer perzh skrivit un email din pe lavarit da Jeanthanh. Piv en deus c'hoant sikour evit tresañ ar c'hinkladurioù en a dreñv ? Daou ugent e vo d'an nebeutañ.